c'hwezhenn

Lakaet enlinenn d’an 10.03.2023,
daskemmet d’an 12.03.2023.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; pg. pennger ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

c'hwezhenn, -où, pennanv niveradus benel.

  1. Kensonenn a zistager dre lakaat an aer da ruzañ er genoù hep c'hwibanat.
    Merzhout a reer pegen kenstag eo chomet reizhiad ar c’hwibanennoù hag ar c’hwezhennoù abaoe an henvrezhoneg, bezet lakaet e-maez an teuziñ etre /rθ/ ha /rð/. (Pennaod, 1966:98)
  2. Kensonenn a zistager dre lakaat an aer da ruzañ er genoù. Heñvelsterioù : kensonenn c'hwezh (ster b), kensonenn ruz, rimienn, ruzenn.
    C’hwezhennoù gweuz a reer eus ‘f’ ha ‘v’. (Menard ha Kadored, 2001:pg. c'hwezhenn)
  3. Kensonenn a zistager dre strishaat un tammig tremen an aer er genoù hep ma vefe gwasket hemañ.
    Laosk-mat eo /r/ Lanijen, alese ken digor pe-dost hag ur c'hwezhenn; serrikoc'h /l/ un disteran̂ mechan̂s. (Evenou, 1987:24)
    Digarez a-walc'h hon eus da son̂jal eta
    - e kas kement hanter-vogalenn staon̂ d'ar c'hwezhenn staon̂ /j/;
    - e kas kement hanter-vogalenn ziweuz d'ar c'hwezhenn diwar divvuzell, pe diweuz, /w/.
    (Evenou, 1987:62)
    Pezh n'eo ket lavarout n'eus ket a heuliad /ij/ er yezh, hogen kensonus eo ar c'hwezhenn /j/ neuze: /ɡrij/ ("grilh") distaget [ɡrij], [ɡriç: ∅]. (Evenou, 1987:63)
    Pezh a ra diforc'h fonologel etre ar gwir vogalennoù /i/, /y/, /u/ hag ar c'hoarvezedoù [ĭ], [y̆], [ŭ] a-us, eo ne c'hall ket ar re-man̂ bezan̂ e-kreiz ur silabenn; ha gant-se ne dint nemet arallsonioù diwar-gej, digoroc'h un tamm anezhe, d'an div c'hwezhenn /j/ ha /w/. (Evenou, 1987:82)

Evezhiadennoù

Ne zegouezh ket ar skouer gant an termenadur e-barzh eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001). An termenadur-se a zegouezh gant an eil ster roet amañ.

N’eus ket bet kavet skouer ebet evit ar ster a zegouzefe gant an droienn kensonenn c'hwezh meneget en adc'heriadur. S. o. c'hwezh.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Evenou, Erwan : 1987. Description phonologique du breton de Lanvénégen (canton du Faouët, Cornouaille) – Studi fonologel brezhoneg Lanijen (kanton ar Faoued, Kernev). Thèse pour le Doctorat Unique sous la direction de monsieur le professeur Pierre Denis – Per Denez. Roazhon.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Pennaod, Goulven : 1966. « Ar c’hwezhennoù-dent hag ar c’hwibanennoù ». Lavar 01, Preder, kaier 79-81, Genver-Meurzh 1966. P. 81-102.