rimienn
Lakaet enlinenn d’an 10.03.2023,
daskemmet d’an 11.03.2023.
daskemmet d’an 11.03.2023.
Termenadur
rimienn, -où, pennanv niveradus benel.
Kensonenn a zistager dre lakaat an aer da ruzañ er genoù. Heñvelsterioù : c'hwezhenn (ster 2), kensonenn c'hwezh (ster b), kensonenn ruz, ruzenn.
Klevet e vez fraezh ar rimienn dibenn : /te͡oːdɛẓ/ /teːvɛẓ/ /ledɑ̃ːnɛẓ/ /yɛːlɛẓ/ /ˈdɔ̃ndɛẓ/ (kv. g. brasente(z) /brɐˈsɛnte/). (Kedez, 2012:271)
E feiz, re strizh komz eus tarzhennoù evel e derou un arroudenn, gwell menegiñ c'hwec'h aozad evit ar stankennoù hag ar rimiennoù. (Kedez, 2012:271)
Gerdarzh
Diwar rimi-, pennrann ar verb rimiañ, hag al lostger -enn.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Kedez, Koulizh : 2012. Yezh va Zud. Sant-Kouled : An Diaoul Dieub.