c'hwezh

Lakaet enlinenn d’ar 05.03.2023,
daskemmet d’an 12.03.2023.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; pg. pennger ; rp. rannbennad ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

c'hwezh, pennanv hollek gourel.

Kensonenn c'hwezh.

  1. Kensonenn a zistager dre lezel an aer da dremen dre ar genoù pe dre ar fri pa vez distilhet.
    Hervez al lodenn eus ar genoù a labour evit o digejañ e vez rannet ar c’hensonennoù etre kensonennoù gourlañchenn, korzailhenn, staon, dent ha gweuz. Hervez an doare d’o distagañ e vezont rannet ivez etre kensonennoù-tarzh […] ha kensonennoù-c’hwez (ne vez ket peurstanket ouzh an aer, a c’hall tremen dre ar genou pe dre ar fri). (Kervella, 1947:rp. 16)
    Kalz niverusoc’h eo ar c’hensonennoù-c’hwez eget ar c’hensonennoù-tarzh : ma enka ar c’hourlañchenn e vez kensonennoù gourlañchenn (H, R), ma tosta kein an teod ouzh adreñv ar staon : kensonennoù korzailhenn (C’H, NG, R), kreiz an teod ouzh kreiz ar staon : kensonennoù staon (CH, J, LH, GN, Y), beg an teod ouzh an dent : kensonennoù dent (S, Z, N, L, U), an diweuz an eil ouzh eben : kensonennoù gweuz (F, V, M, W). (Kervella, 1947:rp. 16)
    Rannoù all a c’haller c’hoazh ober gant ar c’hensonennoù c’hwez hervez ma vezont c’hwibanet, c’hwezadennet, chuchuet, h.a. A-bouez eo dreist-holl diforc’h ar c’hensonennoù fri (NG, GN, N, M), ar c’hensonennoù linkus pe sonek a zo bet vogalennoù pe hanter-vogalennoù anezho gwechall (kensonennoù fri ha L, LH, R), hag erfin an hanter-vogalennoù, stummoù kensonenn ar vogalennoù serr ou, u, i (W ha V, U ha Y). (Kervella, 1947:rp. 16)
  2. Kensonenn a zistager dre lakaat an aer da ruzañ er genoù. Heñvelsterioù : c'hwezhenn (ster 2), kensonenn ruz, rimienn, ruzenn.
    En holl yezhoù e vez tuet ar c’hensonennoù da “vlotaat” etre div vogalenn — da lavarout eo, mont a ra ar c’hensonennoù divouezh da gensonennoù mouezhiet, hag ar c’hensonennoù mouezhiet da gensonennoù-c’hwezh mouezhiet —. (Even, 1987:75)
    An disheñvelder pennañ etre ar yezhoù gz. hag ar yezhoù pr. eo ez a ar c’hens.-tarzh divouezh da gens.-c’hwezh divouezh, ha n’eo ket da gens.-tarzh mouezhiet. Ur “blotadur” eo koulskoude, rak nebeutoc’h a nerzh a gemer distagadur ur gens.-c’hwezh eget ur gens.-tarzh. (Even, 1990:289)
    Da gentañ e troas an teir c'hensonenn-darzh divouezh da gensonennoù-c'hwezh divouezh moarvat : [p-f, t-θ, k-x]. (Hemon ha Dipode, 2000:6)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Eus ar c’hrennvrezhoneg huéz, diwar ar c’helteg *swiddo- hag an indezeuropeg *swiz-dho-, « c’hwezhañ, sutal » (Henry, 1900:pg. 1 C’houéz).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Even, Arzel : 1987. Istor ar yezhoù keltiek - I -. Lesneven : Hor Yezh.
  • Even, Arzel : 1990. Istor ar yezhoù keltiek - II -, trede embannadur. Lesneven : Hor Yezh. [Embannadur kentañ e 1970.]
  • Hemon, Roparz ; Dipode, Alan (troer) : 2000. Yezhadur istorel ar brezhoneg. Plañvour : Hor Yezh.
  • Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
  • Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.