braz-

Lakaet enlinenn d’ar 01.07.2020,
daskemmet d’an 21.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadurioù

braz-, rakger.

  1. Bras, fall.

    brazamzer

  2. Graet dre vras, buan, en un doare gros pe eunaet.
    • [E deroù ur verb.]
      • brastresañ
        Ar strollad-enklask, en e benn Sir William Beveridge, a vo e labour brastresañ ar reoliadur nevez, a zo o paouez degemer da gaout o ali, dileuridi eus Undeb Cymru Fydd hag eus ar Strollad Broadel. (Denez, 1950:65)
        Diwezhatoc'h e kenlabouras un den du, skiantour, aozer-almanakoù ha muzulier-parkeier, Benjamin Banneker, da vrastresañ ha da sevel keoded Washington. (Langston Hughes ha Denez, 1951:12)
        Tamall a rafen a-walc'h zoken da Jarl Priel bezañ kaset re bell ar brastresañ : ne vern, rak ar skeudenn-lu-se a zo plijus kenañ, buhezek a-walc'h evit hañvalout bezañ gwirion. (Olier, 1956:57)
        Ret e oa ijinañ un doare nevez da vevañ evel Kristenion en ur Vreizh a vefe hiviziken da adkristenaat ha da advrezhonekaat : setu aze, brastreset, saviad EAT-Kristenion Breizh-Imbourc'h, war-dro 1976. (Gwilhmod, 2007)
        Dudius eo brastresañ penaos ez emdroas meno diorreerion ar brezhoneg resis a-zivout al labour a renent. (Abanna, 1967:438)
        Evit klozañ ez eo brastreset an diskoulm yougoslaviat). (Al Liamm, niv. 127, 1968)
      • brazjediñ
        E derou ar XVIIvet kantved, e vrasjeded da nao milion a dud poblañs Breiz-Veur hag Iwerzon. (Mordiern, 1935:19)
        Brasjediñ a reer ez eo kresk Eostadoù an douar e-keñver pouez ha ment, diouzh kresk ar boblañs hec'h-unan. (Al Liamm, niv. 44, 1954, p. 47)
        War dachenn an anvadurezh ouiziel, evit reiñ ur skouer, e vrasjedomp ez eus ezhomm e-tro 500 000 termen ; e-barzh fichennaouegi yezhourion an Emsav n' eus evit c'hoazh nemet 30 000 anezho ; hag un 10 000 bennak hepken zo bet arveret er skridoù. (Abanna, 1967:436)
        Ne c'helle ar brizonidi nemet brasjediñ pegeit amzer e vezent dalc'het e « emzalc'h ar furchadeg », o vezañ ne oant ket, er pleg-se, evit kontañ pe jediñ an eurioù o tremen. (Al Liamm, niv. 149, 1971, p. 457)
        Ar skourjezadur a oa gwechall un embreg manac'hel a roe an tu d'an holl bec'herion d'en em zisammañ eus o dle, a veze brasjedet gant taolioù skourjez. (Kannadig Imbourc'h, niv. 51, 2007)
      • brazlenn
        Soñj am eus bezañ bet ken fromet a-wechoù o lenn danevelloù berr gant R. Hemon pe gant Abeozen, ma n' em eus c'hoant ebet ken da lenn romantoù hir, hag evit gwir, ne vraslennan ket bep bloaz unan anezho. (Glanndour, 1962:361)
        Ar vaouez yaouank en em denn diouzh yenijenn al loar, a vutun ur sigaretenn, a skuilh un trede wiski, a adkemer ar gelaouenn, a vraslenn anezhi e-pad ma chom he spered o pediñ « O Jezuz a vadelezh, ho pet truez outi ». En ur vraslenn rann ar sportoù, ar bajenn armerzhel ha lec'hiadur al listri e soñj e Mary Mac Namara : emañ bremañ an dour o virviñ er gaoter-gouevr kaer a-us d' an tan taouarc'h ; ar pod ruz-aour-se a zo ken bras ha kibellig ur bugel, zo bet tennet moarvat gant unan eus hendadoù Mary diouzh ur peñse eus an Armada Veur ; marteze e veze breset o bier ennañ gant martoloded Spagn pe poazhet o soubenn. (Boll hag an Nailh, 1970:286)
        An eilrener hag a gemere perzh en diviz gant kalz a aked, a daolas un damsell war ar follenn baper hep braslenn zoken ar pezh a oa skrivet warni, rak ar pezh a oa pouezus evit ar melestrour a oa dibouez evitañ, ha goude bezañ kemeret anezhi eus dorn K. en ur lavaret: »Trugarez, gouzout a ran pep tra« ez adlakas anezhi war an daol tra ma selle K. a-dreuz outañ, c'hwerv an tamm anezhañ. (Kafka ha Lermen, 2015-2016:64-65)
        Braslenn a reas al livour al lizher hag en em daolas war e wele. (Kafka ha Lermen, 2015-2016:71)
      • brazober
        N’eus nemet brazober renabl an abegoù roet gant ar stourmerion evit henn stadañ. (Emsav, niv. 55, 1971)
      • brazwelet
        Braswelout a reomp raktal an degouezhioù niverus a c'hell bezañ, hervez ar finvezioù diseurt a zo da labour ar skrivagnerion, hervez an urzh a laka pep hini etre e finvezioù, hervez ivez ma pouez youl emouiziek ar skrivagner war ur finvez kentoc'h eget war unan all. (Étienne ha Lemoine, 1969:285)
    • [E deroù ur pennanv.]
      • brastaolenn
        Eur vrastaolenn euz tud ar barrez (hini Pleyben) hag o boazamantou
        Hag ur vrastaolenn eus emzispleg ar C'hevre hag ar c'hefridioù sevenet eus e berzh a voe treset gant ar sekretour-kreiz. (Heusaff, 1980:394)
      • brastres
        Alies e vez rebechet ouzh tudennoù romantoù Huxley bezañ arouezioù ha brastresoù nemetken e-lec'h gwir dud korf hag eskern. (Kannadig Imbourc'h, niv. 95, 2016)
        Taolennoù berr, dastumet e-giz brastresoù tapet war ar prim. (Al Liamm, niv. 432, 2019)
      • brastresadenn
      • brastresadur
      • brazjedadenn
        Ar sifr a 6 milion a zo bet roet e-doug prosez Nürnberg gant ar renerien SS Hoetl ha Wisliceny (hemañ a c'hoari ur roll pouezus en istor Joel Brand), met ne oa nemet ur brasjedadenn. Un testeni kavet - goude ar prosez - e Dihelloù an Trede Reich a ro an hevelep braster : un dezrevell eo, graet war goulenn Himmler, a roe stad « diskoulm ar Gudenn Yuzev » d' an 31-12-1942, harpet war statistikoù. Hervez ar skrid-se an digresk en Europa (an divroadegoù lakaet a-gostez) a oa eus 4 milion etre 1937 ha 1942. Ma lakaer ouzhpenn ar Yuzevien lazhet goude Kerzu 1942 e teuer d' us sifr tost ouzh 6 milion. (Al Liamm, niv. 69, 1958, p. 309)
      • brazjedadur
      • brazwel

Gerdarzh

Diwar an adanv bras.

Troidigezhioù

Er geriadurioù : bras-, « grand, grossier, en gros » (Vallée, 1931:XXIX).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouennoù

  • Al Liamm
    • niv. 44, Mae-Mezheven 1954, « Pemp bloavezh eus istor Israhel e-keñver arboellerezh », p. 45-51.
    • niv. 69, Gouere-Eost 1958, « Ar Yuzevien hag an Trede Reich », p. 307-314.
    • niv. 127, 1968, « Emsav », p. 148.
    • niv. 149, 1971, « Bourevierezh e Hanternoz Iwerzhon », p. 455-457.
  • Emsav, niv. 55, Gouere 1971, « Dafar evit istor an trede Emsav. 2. – Ar bountad yezhelour ».
  • Kannadig Imbourc'h, niv. 51, Mae-Mezheven 2007, « Ael ar Varn Ziwezhañ ».

Oberennoù ha pennadoù

  • Abanna, G. E. : 1967. « Ur gefridi bolitikel : diorren ar yezh resis ». Al Liamm, niv. 124, p. 434-439.
  • Boll, Heinrich ; An Nailh, B. (troer) : 1970. Al Liamm, niv. 141, « Kenedusañ daoudroad ar bed », p. 280-289.
  • Denez, Per : 1950. « Ar Vro hag ar Bed ». Al Liamm, niv. 20, Mae-Mezheven 1950, p. 63-66.
  • Étienne, Guy ; Lemoine, L. : 1969. Al Liamm, niv. 135, « Lennegezh ha Dispac'h », p. 281-287.
  • Glanndour, Maodez : 1962. Al Liamm, niv. 94, Gwengolo-Here 1962, « Al lennegezh vrezhonek a-vremañ », p. 357-363.
  • Gwilhmod, Tepod : 2007. « Tri-ugentvet Deiz-ha-Bloaz Emglev an Tiegezhioù ». Kannadig Imbourc'h, niv. 52, Gouere-Gwengolo 2007.
  • Heusaff, Alan : 1980. « Bodadeg-vloaz ar C'hevre Keltiek ». Al Liamm, niv. 202, p. 394-399.
  • Kafka, Franz ; Lermen, Françoise (troerez) : 2015-2016. Ar prosez. Diembann.
  • Langston Hughes ; Denez, Per (troer) : 1951. « Ar Vorianed e lennegezh hag arzoù an U.S.A. ». Al Liamm, niv. 24, Genver-C'hwevrer 1951, p. 12-15.
  • Mordiern, Meven : 1935. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg gant Meven Mordiern (Levrenn IV) ». Gwalarn, niv. 84, Du 1935.
  • Olier, Youenn. : 1956. « Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek. Pennad XIV. Barzhed nevez ha skrivagnerion goude ar brezel 1939-1945 ». Al Liamm, niv. 55, Meurzh-Ebrel 1956, p. 46-57.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]