brastresadenn

Lakaet enlinenn d’ar 05.07.2020,
daskemmet d’ar 14.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

brastresadenn, pennanv niveradus benel.

Tra pe hollad traoù derc'hennet en un doare gros, hep munudoù.

Gwall zisheñvel eo doare an danevell-se diouzh hini « Geotenn ar Werc'hez », a gredfed a-walc'h d' ar c'hentañ lenn. Ha gwir eo ivez hon eus afer amañ ouzh ur vrastresadenn laosk awalc'h tra maz eo GAW un dresadenn savet pizh. (Olier, 1952)

Gerdarzh

Diwar -braztres-, pennrann ar verb brastresañ, hag al lostger -adenn.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Olier : 1952. « Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek. Pennad V. Jakez Riou ». Al Liamm, niv. 32-33, Mae-Eost 1952, p. 97-103.