alpek

Lakaet enlinenn d’an 13.10.2021,
daskemmet d’ar 27.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

alpek, adanv.

A denn d’an Alpoù.

  • E denoniezh.
    Ar re gentañ, erru an Arvorik da nevez-varevezh ar maen (ne dalv ket boan komz eus aspadennoù rummoù koshoc'h, evel hini Teñvieg pe hini Cro-Magnon), a gaver stankoc'h er C'hornog ha war an aodoù (tremenet int bet alies da Nozheion) ; ar re all a zo deut diwezhatoc'h eus ar Reter ha niverusoc'h ez int e Breizh-Uhel (n' eo ket bet studiet Ille-et-Vilaine ha Loire-Inférieure gant Giot; hogen hañvalout a ra poblañs an daou zepartamant-se bezañ alpek evit al lodenn vrasañ) hag er menezioù. (Even, 1951:68)
  • En arme.
    Soudarded ar c’horf Alpek a zeuas a-benn da gemer Thiaumont hag eun tamm mat a vourc’h Fleury. (Gros, 1919a:163)
    An hini kenta a zo eur paotr yaouank eur bloaz warn-ugent, Martin Fisher, mindrailher er « Bayerisches Leib-Regiment » eus ar c’horf Alpek alamant, eur c’horf brudet da veza mat d’en em ganna. (Gros, 1919b:184)

Gerdarzh

Diwar -alp-, pennrann an anv divoutin Alpoù, hag al lostger -ek.

Troidigezh

En ur geriaoueg : « alpek, adj. alpestre. » (An Oaled, niv. 69, 1939:274)

Levrlennadur

Kelaouenn

An Oaled, niv. 69, 3de trimiziad 1939, « Geriadur Klotennoù : feskenn 7 », p. 273-280.

Oberennoù ha pennadoù

  • Even, Arzel : 1951. « P.-R. GIOT, Armoricains et Bretons, étude anthropologique ». Al Liamm, niv. 28, Gwengolo-Here 1951, p. 67-68.
  • Gros, Jules : 1919 (a). « Dek devez e Verdun (Kendalc’h) ». Buhez Breiz, niv. 6, Mezheven 1919, p. 161-164.
  • Gros, Jules : 1919 (b). « Dek devez e Verdun (Kendalc’h) ». Buhez Breiz, niv. 7, Gouere 1919, p. 180-186.