Alpad

Lakaet enlinenn d’ar 14.10.2021.

Berradur : niv. niverenn.

Termenadur

Alpad, Alpiz anv.

(Kozh.) Denoniezh. Den ezel eus ur bobl a orin eus an Alpoù.

Kavadenn Ofnet (Bavaria) a ziskouez e oa Kreizdouaregiz hag Alpiz mesk-ha-mesk o chom e kreisteiz an Alamagn e derou nevez-varevez ar maen (lato sensu). (Mordiern, 1934:10)
Ar grennbenneien euraziat, diskennet eus ar meneziou, o dije diberc’hennet Kreizdouaregiz diouz an darn vrasa eus ar vro, evel m’o deus graet Alpiz en Europa. (Mordiern, 1937:76)

Gerdarzh

Diwar -alp- hag al lostger -ad.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Mordiern, Meven : 1934. « Istor ar bed. Stagadenn d’an trede levrenn. Nevez-varevez ar maen en Europa (diwez) ». Gwalarn, niv. 64, Meurzh 1934.
  • Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.