C'hwec'hkognad

Lakaet enlinenn d’ar 05.12.2021.

Berradur : niv. niverenn.

Termenadur

C'hwec'hkognad, C'hwec'hkogni, C'hwec'hkogniz, pennanv niveradus gourel.

Annezad ar C'hwec'hkogn. Heñvelster : Frañsez.

Da c'houde 200 vloaz a renad republikan laïkour ne oant ket deuet a-benn da ober eus pep C'hwec'hkognad ur Republikan laïkour skouer, ur feizad eus an Iliz gall santel, unan ha disrannadus ; bez' e oa c'hoazh kilstourmerion er proviñsoù ar muiañ distro, kristenion aheurtet en o brizhkredennoù diamzeriet, tud hag a zinac'he an aviel nevez kinniget brokus dezho koulskoude, gant "panem et circenses" war ar marc'had, tud hag a vouezhie fall pa veze dilennadegoù, o tiskar ul labour a hir-amzer, ha da adober bep tro. (Mikael, 2004-a)
Neuze, perak un den evel an arlevier gall Chirac, hag en deus firbouchet an neñv hag an douar evit diarbenn G.W. Bush da zistignañ e vrezel a-enep da Saddam Hussein, a ya a-du gantañ hiziv evit pezh a sell ouzh ezeladur Turkia : ul luziadell eo evit Yann C'hwec'hkognad hag a soñjfe kentoc'h e vefe c'hoazh aze un degouezh kaer, evit an arlevier gall, da skoilhañ, ur wech ouzhpenn, G.W. Bush, en e oberoù. (Mikael, 2004-b)
  • [El liester, dindan ar furm C'hwec'hkognidi.]
    Ni a zo bet graet ac’hanomp C'hwec'hkognidi ! (Kalvez, 2007:103)
  • [El liester, dindan ar furm C'hwec'hkogniz.]
    Diwezhadik eo evit ober en diskar-amzer un addispleg da zarvoudoù c'hoarvezet en deroù-hañv, hag a roas c'hwezennoù yen da rummadoù zo a C'hwec'hkogniz. (Olier, 2002)
    Setu, a bep seurt c'hwec'hkogniz o deus mouezhiet evitañ, dreist-holl riezelourion c'hall eveljust, o dije mouezhiet a-hend-all ken gwazh all, evit Chevenement ha Mégret, hogen ar re-se, anezho "marc'hegourion trist o figur" n'o doa chañs ebet e-skoaz dezhañ, eveljust. (Olier, 2002)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv c'hwec'hkogn hag al lostger -ad.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Kalvez, Paol : 2007. Kambr ar stered. Lannuon : Mouladurioù Hor Yezh.
  • Mikael, Yann : 2004-a. « Amzer an Danvougerion Danvariat ». Kannadig Imbourc’h, niv. 28, 2004.
  • Mikael, Yann : 2004-b. « Europa Hepken pe en Hent war-du ur Gouarnamant Hollvedel ? ». Kannadig Imbourc’h, niv. 34, Gouere-Eost 2004.
  • Olier, Youenn : 2002. « Notennoù Politikel ». Kannadig Imbourc’h, niv. 22, Mezheven 2002.