buhezañ

Lakaet enlinenn d’an 29.10.2021,
daskemmet d’ar 15.11.2021.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; not. notenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

buhezañ, verb trazeadus.

Akuizitañ anaoudegezh, diorren e anaoudegezh eus un dra bennak, eus traoù zo, dre ar pezh a vever en e geñver, en o c'heñver.

  1. Implij trazeat.
    Ar pep diaesañ, an holl emsaverion henn goar ervat, a zo buhezañ e vennozioù. […] Etre an ober hag an uhelvennad e tiwan un enebiezh a zo ret treuzfurmiñ e daelerezh. (Étienne, 1968:61)
    Un uhelvennad he deus, klask a ra buhezañ betek an arvest diwezhañ he frederouriezh stoikian. (Emsav, niv. 93, 1974)
    A-hend-all e ra fae ivez war brezelioùigoù ar pemdez : ne hañval ket bezañ emouez ouzh pezh emañ o vuhezañ. (Emsav, niv. 125, 1978)
    Arnodiñ ar goullo zo mil bell diouzh buhezañ ar goullo ha diouzh Qohèlèt. (Étienne, 1999:33)
  2. Implij antrazeat.
    Hogen, dre vuhezañ er gevredigezh arnevez-se e kemmas va emzalc’h. (Emsav, niv. 72, 1972)
    An div dudenn o deus ar gwir da soñjal ha da vuhezañ evel-se. (Emsav, niv. 99, 1975)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv buhez hag al lostger -añ.

Troidigezhioù

E galleg :

  • buhezañ, « expérience vécue » (Étienne, 1996:433).
  • buhezañ, « connaître par [expérience (vécue)] » (Étienne, 2001:121, not. 1).

En alamaneg : buhezañ, « erleben » (Étienne, 2001:121, not. 1).

Levrlennadur

Kelaouenn

Emsav

  • niv. 72, Kerzu 1972, « Danevelloù obererezh. Emzezrann », p. 391-395.
  • niv. 93, Gwengolo, 1974, « Kendael a-zivout al lennegezh hag an arzoù : (Trede testenn, PKB-1319) « Les Femmes Savantes » gant Molière ».
  • niv. 99, Meurzh 1975, « An Emsav hag ar Vro (81). Lizheroù », p. 111-114.
  • niv. 125, 1978, « Filmou : Merzak Allouache, Omar Gatlato, Aljeria, 1976 ».

Oberennoù ha pennadoù

  • Étienne, Guy : 1968. « Eil tezenn vrezhonek ar c'hantved : "Eus Gwarizi Vras Emer da vMari Vorgan" (1) gant P. Kermoal »Al Liamm, niv. 126, Genver-C'hwevrer 1968. P. 51-62.
  • Étienne, Guy : 1996. « (GE – 21 09 96) ». Étienne, Guy (rener) : 1997. Lavar 10. Ploveilh : Preder. P. 431-442.
  • Étienne, Guy (rener) : 1999. Lavar 12. Ploveilh : Preder.
  • Étienne, Guy : 2001. « KIS-709 – Un dedroadur eus keal ar gouzrec'h ». Étienne, Guy (rener) : 2001. Lavar 14. Ploveilh : Preder. P. 121-125.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.