tredan

Lakaet enlinenn d’an 30.07.2020,
daskemmet d’ar 06.03.2023.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; s. o. sellet ouzh ; ub. unan bennak.

Termenadurioù

tredan, pennanv hollek gourel.

Stokadenn dredan.

Bezañ taget gant an tredan. Bezañ treuzet gant ur red-tredan.

Taget e voe gant an tredan e-pad e labour ; kaset e voe raktal d’ar gambr-louzaouiñ evit ma vefe evezhiet outañ ; siouazh, pep tra a voe graet a voe en aner. (Arvor, niv. 87, 1942)

Krignet gant an tredan.

Mar deo disneuziet he dremm gant ur jod kriget gant an tredan a zo kleuzet e-lec'h bezañ c'hwezhet, kaer eo koulskoude, rak ul liv sklaer-tre en deus he c'hroc'hen, hag un ene ken brav a bar en he daoulagad. (Jeused, 1968:187)

Lazhet gant an tredan.

lazhet gant an tredan (Arvor, niv. 87, 1942)

Lakaat tredan da dremen dre gorf ub.

Ar re gadarnañ a voe enstrinkellet un dourenn c'hlas en o brec'h ha lakaet tredan kreñvoc'h-kreñv da dremen dre o c'horf. (Heusaff, 1972:242)

Lazhañ ub. gant an tredan.

Ur vouezh a glevis : « A-walc'h en deus bet ». Met unan all : « Lazhomp ar bastard gant an tredan ! » (Heusaff, 1972:247)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tan hag ar rakger tre-.

Levrlennadur

Kazetenn

Arvor, niv. 87, 6 a viz Gwengolo 1942, « Keleier ar Vro », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Heusaff, Alan : 1972. « Jahinet ». Al Liamm, niv. 152, p. 240-250.
  • Jeused, Teofil : 1968. « Hor bara pemdeziek ». Al Liamm, niv. 128, p. 182-188.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.