tata-gozh

Lakaet enlinenn d’ar 27.11.2021.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; pg. pennger ; r. gt. resisaet gant ; rp. rannbennad ; s. o. sellet ouzh.

Termenadur

tata-gozh, pennanv gourel.

Termen karantezus a ra ar vugale gantañ ouzh o zad pe diwar-benn o zad.

Evezhiadenn : dindan ar stumm tata-kozh, dre fazi (s. o. ar rp. « Reizhskrivadur », izeloc'h), ez eo skrivet ar ger en eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Reizhskrivadur

Dre fazi ez eo bet dilamet en eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001:pg. tata-kozh) kemmadur an eil elfenn, kozh, eus tata-gozh hag a gaver en embannadur kentañ (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. tata) koulskoude, evel e meur a c'heriadur divyezhek (s. o. ar rp. « Troidigezhioù », izeloc'h). Ar ger tata a zo un anv deiktek hag a vez implijet evel un anv divoutin, ha boas eo ar blotadur ken war-lerc'h ur raganv deiktek, evel e hemañ vras (Kervella, 1947:rp. 138, 515), ken war-lerc'h un anv divoutin, evel e Yann gozh (Kervella, 1947:rp. 164).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tata hag an adanv kozh.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • tata-goz, « grand-papa » (Gros, 2010:pg. tad),
  • tata-gozh, « pépé, papy » (Favereau, 1992:pg. tata), « pépère » (Favereau, 1992:pg. papi),
  • tata gozh, « pépère », r. gt. « pépé » (Favereau, 1992:pg. pépère),
  • tata-gozh, « grand-papa », « papi, papy », « pépé », « pépère » (Menard, 2012 ha 2020),

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Gros, Jules : 2010. Le Trésor du breton parlé : Dictionnaire breton-français des expressions figurées. Brest : Emgleo Breiz.
  • Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
  • Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerien) : 1995. Geriadur brezhoneg. Sant-Tonan : An Here.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Menard, Martial : 2020. Dictionnaire français-breton, eil embannadur, reizhet ha kresket. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.