tad-likoken

Lakaet enlinenn d’an 13.02.2023,
daskemmet d’an 13.06.2023.

Berradur : niv. niverenn.

Termenadur

tad-likoken, tadoù-likoken, pennanv niveradus gourel.

Diagentiad deuet 8 remziad a-raok an den, tad d’an tad-koken pe d’ar vamm-goken.

Yvonig ar C’hozdouar a veze graet anezan. E dud, e dud-koz, betek e dad-kokenn pe e dad-likokenn, da lavarout eo, an eizvet remziad, abaoe ne oar den pegeit amzer, o doa bevet brao a-walc’h war douarou ar C’hozdouar. (Paotr Juluen, 1936:1d)

mamm-likoken.

Takad arver

Testeniekaet eo ar gerioù tad-likoken (Paotr Juluen, 1936:1d) ha mamm-likoken (Paotr Juluen, 1935:49) evit an diagentidi deuet 8 remziad a-raok an den gant Paotr Juluen, hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras.

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad hag an elfenn likoken.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.
  • Paotr Juluen : 1936. « Izel an douar ». Breiz, niv. 448, 23 a viz C'hwevrer 1936. P. 1-2.