sportva

Lakaet enlinenn d’ar 07.11.2021,
daskemmet d’an 08.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

sportva, -où, pennanv niveradus gourel.

Lec'h a zegemer kevezadegoù sport hag arvesterien. Heñvelsterioù : redva, stad.

Klevet hon eus e teuio c’hoarierien Sportva Roazon da Lanuon gant deiz kenta ar bloaz. Stourm a raint, war dachenn Sportva Lanuon, ouz eun dibab eus c’hoarierien ar vro. (Arvor, niv. 48, 1941:1b)
Mestrelez ar Re-Vihana : Re-Vihana Sportva Charlez-Bleiz a zo trec’h da re War-Raok, gant 1 da 0. (Arvor, niv. 51, 1941:1d)
Tamm ha tamm avat e savas kriadeg er sportva : ne oa hini ebet eus an daou laz-c’hoari gouest da gemer e greñv war egile. (Konan, 1944-a:4k)
Klevout a raed kriadennoù divalav : « Prenet out ! Gwerzhet out ! Siler-koavon ! Termer ! Da g…t ! »… Ma voe ret bountañ anezhañ prim-ha-prim e « lec’h-distro » ar sportva, prennañ warnañ ha lakaat daou bolis armet dirak an toull da virout ouzh an dud a zonet da glask digeriñ hag ober e stal outañ. (Konan, 1944-b:3k)
Bepred ne voe gallet leuskel barner ar c’hrogad start-se nemet un eur goude; ranket e voe gortoz ken na vije skarzhet ar sportva hag aet ar c’hoarierion eus ar gwisklec’h, bet ganto o douradenn. (Konan, 1944-b:3k)
N' eo ket Svediz dre vras a-enep an tailhoù-se, rak talvezout a reont da asur gounidoù kevredadel a-bouez (skolioù digoust-krenn, prestoù d' ar priedoù nevez, prestoù evit an annezioù, roadoù dereat d'ar re gozh) ha da grouiñ paramantadurioù a-vremañ (hentoù, karterioù arnevez er c'hêrioù, lennoù-neuiñ digoust, sportvaoù, h.a.). (Thibault, 1971:118)
Da zek eur, neuze, e teu ur c'habiten all, hag a lavar dezho : « teurvezit ma c'houlennin diganeoc'h kaout ar vadelezh da vezañ hegarat a-walc'h da zont betek ar sportva da dommheoliañ ha da c'houde, gant ma ne viot ket re skuizh, e vo graet un tamm embregerezh armoù ». (Kivijer, 1975:185)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv sport hag al lostger -va.

Troidigezh

Er c'hazetennoù : Sportva Roazon, « Stade Rennais » (Arvor, niv. 48, 1941:1b).

Levrlennadur

Kazetenn

Arvor,

  • niv. 48, 30 a viz Du 1941, « Keleier ar vro », p. 1.
  • niv. 51, 21 a viz Kerzu 1941, « Keleier ar vro », p. 1.

Oberennoù ha pennadoù

  • Kivijer : 1975. « Kirri-gwint ha kestell-eostek ». Al Liamm, niv. 170, 1975. P. 176-191.
  • Konan, Jakez : 1944-a. « Piv zo mestr da Vro-Dreger ? Ur c’hrogad start ». Arvor, niv. 165, 19 a viz Meurzh 1944. P. 4.
  • Konan, Jakez : 1944-b. « Piv zo mestr da Vro-Dreger ? Ur c’hrogad start ». Arvor, niv. 166, 26 a viz Meurzh 1944. P. 3.
  • Thibault, Alan : 1971. « Skandinavia ». Al Liamm, niv. 145, 1971. P. 117-121.