skragn

Lakaet enlinenn d’ar 15.07.2020,
daskemmet d’ar 27.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

skragn, adanv.

[Implijet da bennanv.] Den skragn.

Da vihanañ, pardonet buanoc'h e veze d' ur foeter-e-stal eget d' ur skragn, meulet uheloc'h un den brokus eget unan troet war an dastum. (Hemon, 1957:44)
Ha ! Me zesko dezi beva, ar skragn goz-ze ! (Bleun Brug, niv. 204, 1975:37)

Gerdarzh

Diwar an henc'halleg grain, « trist, mantret » ha « fachet, fuloret » (XIvet kantvet), graigne (1112), gant un s dre vezkresk, diwar ar germaneg gram, « enebour » (Deshayes, 2003).

Levrlennadur

Kelaouenn

Bleun Brug, niv. 204, Gouere-Eost 1975, « Ar pez a ra Yann goz a vez graet mat atao », p. 35-37.

Oberennoù ha pennadoù

  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Hemon, Roparz : 1957. « Eñvorennoù Yaouankiz ». Al Liamm, niv. 64, Gwengolo-Here 1957, p. 35-45.