reusklenn
Lakaet enlinenn d’an 08.08.2020,
daskemmet d’an 09.08.2020.
daskemmet d’an 09.08.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).
Termenadur
reusklenn, pennanv niveradus benel.
Den nad eus nemet reuskl ennañ.
Gant ho koad eo livet
Kement a ev ar reusklen ;
N’hellit kaout eur boulifren
Ganthan na vez lipet. (Feiz ha Breiz, niv. 119, 1867)
Ha c’houi a vouzo, ha c’houi a vousklenno, a c’houezo aze ho mourrou keit ha keit all ; evel eur marmouzik, penn fall, en d’euz bet ar valaen, a zo bet lardet dezhan he billik ? An dra-ze c’hoaz ne ve ket kempen, a rofe tro da lavared ez oc’h eur voal reusklen. (An Dall, 1868:108)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv reuskl hag al lostger -enn.
Levrlennadur
Kelaouenn
Feiz ha Breiz, niv. 119, 11 a viz Mae 1867, « Ar vesventi », p. 416.
Oberennoù ha pennadoù
An Dall, Lan : 1868. « Brema ha guechall ». Feiz ha Breiz, niv. 170, 2 a viz Mae 1868, p. 108-110.