rannvor

Lakaet enlinenn d’an 10.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; pajenn(où).

Termenadur

rannvor, -ioù, pennanv niveradus gourel.

Ledennad ec'hon pe ec'honoc'h a zour sall a zo ur rann eus ur mor pe ur meurvor pe a zo bevennet gant an eil pe egile.

Beuzet edo an hanter eus ar Rod er bed izela, pa zigouezas Vindosêtlos en eur rannvor a oa golôet, keit ha m’helle en em astenn ar soll, gant loened-chatal Liros (1). (X3, 1923:459)
Emaomp o vagea ez-eeun da Veg-Gardafui. Er rannvor-mañ e vez peurlïesa, war am eus klevet, ar gazeg-c’hlas o c'hoari he fenn-bihan. (Ab Sulio, 1929:60-62)
Hep dale e vezimp o vagea war ar mor skosellek a zo o c’houriza ’n eneieg Komor.

Er rannvor-ze, war am eus klevet, ez eus balumed, baoted ha morverc’hed.
(Ab Sulio, 1929:65)
Gouzout a raen ez edod o vagea e rann-vor an Indez ha ne dleod ket dalea da eoria e morlenn Kolombo. (Ab Sulio, 1934:9)
Ac’hano e c’hellent beza dinec’h o vont da genderc’hel gand o beaj etrezeg an Indez, dre ma oa darempredet ar rann-voriou-ze gant batimanchou brezel ar gristenien. (Ab Sulio : 1935-a)
— Ha Glendaouloc’h, peur e tlie d’ezan erruout e porz Montroulez, Owen? a c’houlennas an itroun.
— Er pardaez-man e tlie d’hol lestr kostezia ouz kae ar riblenn-man, Katell, ma ne fazi ket ar c’habiten diwar e hent… Gwir eo, an aveliou a c’houez war ar rann-vor-man a zo hedro ha n’eus ket da fiziout enno.
(Ab Sulio : 1935-b)
Ouz ano hen-ariek an Dec’han, keñveria, er yezou nevez-keltiek Deheubarth « Dehoubarz », Deheudir « Dehoudir » a vez graet e kembraeg eus Kembre ar C’hreisteiz, ha mor dehou a vez lavaret gant tud enez Seun eus ar rannvor er c’hreisteiz d’o enezenn (mor kleiz a reont eus ar rannvor en hanternoz). (Mordiern, 1937:87)
A-hend-all, al listri-mor war gempouezerez, ijinet gant Indoneziz pell kent an amzer ma teuas da efedi warno sevenadur India, a zo eur gavadenn eus ar poelleka, eur bouezus a gavadenn zoken, p’he deus rôet tu da zarn diouto da dreiza rannvoriou ledan, d’en em astenn a enezenn da enezenn etrezek ar Sav-heol a-dreuz d’ar Meurvor Habask betek mont da duda ar pella enezennou anezañ (115). (Mordiern, 1938:47-48)
Diouz tu an dounvor ez echu ar Mor keltiek war ribl « uhelsichenn an douar-bras ». An ano-mañ, bet kavet gant Holt, a zo bet implijet gant va c’henlabourer Yann ar Gall ha ganin da envel ar rannvor ec’hon-se m’emañ ledan-meurbet uhelsichenn an douar-bras ha m’emañ goueledou pesketa a bouez bras darempredet gant pesketaerien Bro-C’hall ha Bro-Saoz. (Farnachanavan, 1940:10)
Bagoù svedat a zo bet souprenet o pesketa e rannvor difennet ar Skagerrak. (Arvor, niv. 139, 1943)
Un evn-mor, hag a vev e rannvorioù ar c’heider, a oa graet anezhañ ivez « malamok » gant ar vartoloded, gwechall, da vare al listri bras dre lien. (G. B. Kerverzhioù, notenn e pennad Bourligueux ha Kerverzhioù, 1944:156)
E-pad daou pe dri devezh, emezi, e loveas ar « prao » en ur rannvor ne vez ket re stank ennañ al listri, ha krog e oa Rivaz da zigalonekaat, rak kaer en devoa ober kement tra diouzh-se, ne gave tu ebet d' ober din dihuniñ. (Priel, 1960:79)
Dezhañ da vezañ paeet ur peso en deus ranket pep loen, diwar neuze, bezañ brasoc'h e vent eget an hini 'vez gwelet well-wazh er rannvor-mañ. (Talbot, 1964:425)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mor hag ar rakger rann-.

Troidigezhioù

Er c'helaouennoù hag en oberennoù :

  • rannvor, « (une) mer (limitée) » (X3, 1923:459)
  • rann-vor, « partie d’une mer » (Buhez Breiz, niv. 28, 1923, p. 533)
  • rannvor, « parages » (Buhez Breiz, niv. 31, 1923, p. 625)
  • rannvor, « eaux » (Gab Cherel, m. gt. Étienne, 2004:159 ha 160)

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kazetennoù ha kelaouennoù

  • Buhez Breiz
    • niv. 28, Ebrel 1923, « Essai de technologie bretonne », p. 533-535.
    • niv. 31, Gouere 1923, « Préfixes bretons », p. 619-626.
  • Arvor, niv. 139, 12 a viz Gwengolo 1943, « An amzer o tremen », p. 1.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.
  • Ab Sulio : 1934. « En eur vont d’an Tonkin ». An Oaled, niv. 47, 1 trimiziad 1934, p. 9-13.
  • Ab Sulio : 1935-a. « Mous ar Gernigell ». Le Courrier du Finistère, niv. 2907, 15 a viz Mezheven 1935, p. 2.
  • Ab Sulio : 1935-b. « Lizig, ar plac’hig dianket ». Le Courrier du Finistère, niv. 2930, 23 a viz Du 1935, p. 2.
  • Bourligueux, A. ; Kerverzhioù, G. B. : 1944. « Brezhoneg ar mor gant pesketaerien Ar Gelveneg ». Gwalarn, niv. 163, Meurzh 1944, p. 151-177.
  • Étienne, Guy : 2004. Lavar 16. Ploveilh : Preder.
  • Farnachanavan : 1940. « Ar grilketa e Breiz ». Gwalarn, niv. 30, Du 1940, p. 7-13.
  • Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar Bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.
  • Mordiern, Meven : 1938. « Istor ar Bed. C’houec’hvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). III ». Gwalarn, niv. 112-113, Meurzh-Ebrel 1938.
  • Priel, Jarl : 1960. « Àr vorverc'h ». Al Liamm, niv. 79, Meurzh-Ebrel 1960, p. 72-84.
  • Talbot, Yann : 1964. « Angelloù ar morvleiz ». Al Liamm, niv. 107, Du-Kerzu 1964, p. 422-430.
  • X3 : 1923. « Merdeadenn Vindosêtlos tennet eus « Sketla Segobrani » gant X3 ». Buhez Breiz, niv. 26, C'hwevrer 1923, p. 458-462.