peurlosket

Lakaet enlinenn d’an 29.07.2020,
daskemmet d’ar 06.03.2023.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

peurlosket, adanor.

Losket penn-da-benn.

Teir merc’h gwidreüs meurbet a oa gant roue ar vro-ze; hag e kemerjont dioustu stumm tri aerouant skilfek. Setu int war-lerc’h ar falc’huned a-us d’ar mor, o strinka luc’hed a-raok hag a-drenv d’ezo. Gwall losket e voent gand al luc’hed-se.
— Peurlosket e vimp buan, eme bugale Tuireann, mar ne gavomp ket skoazell dioustu.
(Gwalarn, niv. 7, 1926:90)
Peurlosket eo bet ar vein. (Rolland Gwalc'h, 1953)

Implijet da adanv.

An doen, peurlosket, a gouezaz en ti gant safar braz, ha savelladou fûl a nijaz betek an nenv. (Jaffrennou, 1903)
Rak e skarro an douar dindan hon treid ; koueza a ray an nenv war hor penn hag e vo ar bed-holl peurlosket gant an tan. (X3, 1922:111)
Peurlosket gant gwent ar c'has,
Ar c'hwervoni,
N' eo ket tener ken va ler.
(Blerger, 1949)
Pelloc'hik, un den o sellout ouzh an horolaj-tredan evit an n-vet gwech, ha setu tamm peurlosket e sigaretenn flastret dindan e votez evel un amprevan noazus. (Ar Menn, 1960:128)

Gerdarzh

Diwar ar bennrann -peurlosk-, ennañ -losk-, pennrann ar verb leskiñ, hag ar rakger peur-, ha lostger an adanor -et.

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou ; Gwennole ar Menn, Gwennole Le Menn.

Kelaouennoù

Gwalarn, niv. 7, diskar-amzer 1926, « Tonkadur Bugale Tuireann. (Diwezh) » (troidigezh), p. 90-94.

Oberennoù ha pennadoù

  • Blerger, Yann : 1949. « Trifezh an toullbac'had ». Al Liamm, niv. 17, Du-Kerzu 1949, p. 6-18.
  • Jaffrennou, François : 1903. « Kastell Roz-Pellem. (Danevell) ». La Résistance (Croix de Morlaix), niv. 33, 15 a viz Eost 1903, p. 2.
  • Le Menn, Gwennole : 1960. « Pariz, kreizenn ar bed ». Al Liamm, niv. 79, Meurzh-Ebrel 1960, p. 127-128.
  • Rolland Gwalc'h, Pol : 1953. « Hon dispac'h hag hon istor ». Al Liamm, niv. 40, Gwengolo-Here 1953, p. 16-21.
  • X3 : 1922. « Sketla ». Buhez Breiz, niv. 16, Ebrel 1922, p. 107-111.