pennden

Lakaet enlinenn d’an 31.10.2021,
daskemmet d’an 18.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

pennden, penndud, pennanv niveradus gourel.

  1. Den, enebet ouzh ar spesadoù all ha sellet outañ evel boud sokial. Heñvelster : mab-den.
    Disheñvel diouz Björnson, ne oa na politiker na prezeger an distera tamm anezañ ; e venoz a zo embann ha difenn gwir an hinienn, ar Pennden, a-enep ar gevredigez, ar relijion, an tiegez diouz ret ; ha sellet eo bet, e gwir pe e gaou, evel tad an diveliouriez. (Even, 1942:140)
  2. Den pennañ en un darvoud pe en un istor. Heñvelsterioù : haroz, penndudenn.
    Zoken ur wech aet da chom dindan an dourioù, e kendalc’h Ondinenn da vout gwir bennden an danevell ha da gemer perzh e pep darvoud anezhi. (Maopreden, 1943:103)
    Evit penndud ar romantoù, mervel, ha dreist-holl en em lazhañ, a zo un doare didamall, ur seurt glanidigezh. (Bellaing, 1961:184)
    Setu, ar pennden, me eta, a zo amañ en e sav dirak an daolig. (Kafka ha Lermen, 2015-2016:15)
  3. Den a dalvoudegezh. Heñvelster : penn-den. Enepsterioù : penn azen, penn beuz, penn leue, penn peul.
    E 1922 e oa embannet oberenn veur Meven Mordiern, Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh, o istor hag o sevenadur. E koun ar pennden-se ha na oa ket ur Breizhad anezhañ eo em eus savet va labour. (Abennez, 1966:292)
    « Ar Paotr fentus Dineen », evel ma oa kustum Myles na gCopaleen (1) da ober anezhañ, a oa unan eus ar re heverkañ e-touez penndud Emsav ar yezh, hag e c'heriadur a zo bepred diziouerus d' al lennerien, ar studierien hag ar gelennerien. (O’Snodaigh, 1967)

Evezhiadenn : disheñvel eo penndenn, hag a zeu da vezañ penndud el liester, diouzh penn-den, hag a zeu da vezañ pennoù-den pe pennoù-tud el liester hervez e ster (s. o. ar pennger penn).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv den hag ar rakger penn-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Abennez : 1966. « Skoueriekadur lec'hanvioù Bro-Ereg ». Al Liamm, niv. 117, Gouere-Eost 1966. P. 291-307.
  • Bellaing (de), Vefa : 1961. « Lennegezh Bro-Japan ». Al Liamm, niv. 186, Mae-Mezheven 1961. P. 181-184.
  • Even, Arzel : 1942. « Al lennegez norvegiat ». Gwalarn, niv. 146-147, Meurzh-Ebrel 1942. P. 131-142.
  • Kafka, Franz ; Lermen, Françoise (troerez) : 2015-2016. Ar prosez. Diembann.
  • Maopreden : 1943. « Rakskrid da droidigezh Ondinenn ». Gwalarn, niv. 156-157, Genver-C'hwevrer 1943. P. 97-106.
  • O’Snodaigh, Pádraig : 1947. « Notennou diwar-benn an emgann evit an dieubidigezh el lennegezh iwerzhonek ». Al Liamm, niv. 120, Genver-C'hwevrer 1947. P. 34-46.