nesaelezh

Lakaet enlinenn d’an 03.11.2021,
daskemmet d’ar 06.12.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

nesaelezh, pennanv benel.

  1. Pennanv hollek. Perzh an dud pe an traoù a c'haller sellet evel e nesañ.
    Ar marv oa va buhez war an douar, ne oa ken eus an amzer, va spered adsavet ha disparlet a verze e nesaelezh hag e orin. (Holderlin hag ar Berr, 1971:45)
    Kanañ a rejomp kanoù nevet d' ar pezh a zalc'h da vezañ ha da vevañ dindan mil stumm disheñvel, pezh a oa, a zo hag a vo, d' an dirannadus m' eo ar speredoù a zo Unan adal an derou ha da viken, ha pa vent digevredet gant an noz hag ar c'houmoul ; ha daoulagad an holl oa barr gant hevelep santad a nesaelezh hag a zivarvelezh. (Hölderlin hag ar Berr, 1971:57)
  2. Pennanv niveradus. Seurt nesaelezh.
    Ober gwashoc'h c'hoazh eo moulañ un destenn gant meur a rumm lizherennoù. Unvaniezh ar rummoù a vez ret-mat amañ, da gaout akord etre an nesaelezhioù a darzh eus natur ar « plommoù » koulz hag eus natur ar pennoù-den. (Kerverzhioù, 1950:70)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv nesañ hag al lostger -elezh.

Troidigezhioù

E-barzh al levrioù : nesaelezh, « proximité, affinité » (an Noalleg, 1996:315).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Alan E. ar Berr, Alain Le Berre.

Oberennoù ha pennadoù

  • An Noalleg, Yann-Baol : 1996. « (YBAN da GE–03 02 96) ». Étienne, Guy (rener) : 1997. Lavar 10. Ploveilh : Preder. P. 314-315.
  • Kerverzhioù : 1943. « Gwiaderien Uzel skouer an dud-a-vicher ». Arvor, niv. 138, 5 a viz Gwengolo 1943. P. 1 ha 2.
  • Hölderlin, Friedrich ; Le Berre, Alain (troer) : 1971. « Huperion Thalia-Fragment ». Al Liamm, niv. 144, 1971. P. 41-61.