nann-

Lakaet enlinenn d’ar 27.06.2020,
daskemmet d’ar 16.03.2023.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

nann-, elfenn genstrollañ.

Elfenn a dalvez da sevel pennanvioù pe adanvioù enepster d’ar re a genstroller ganti. Heñvelster : an-.

  1. [Dirak ur pennanv.]
    • nann-beleg (Vallée, 1931:pg. civil)
      Hag eno gervel a reas holl dud uhel ar rouantelez, beleien ha nann-beleien, ha goulenn kuzul diganto da c’houzout petra ober. (Menoe ha Hemon, 1936:21)
    • nann-Breton, « nann-Bretoned » (Andouard, 1969:130)
    • nann-brezelour
      Divizet a oa bet, etre an nann-brezelour ha me, mont en hent, ar c’henta ’r gwella. (Ab Sulio, 1929:33)
      An nann-brezelour, me hag eun toullad all a dud, a ziskennas e bigi ar Melbourne. (Ab Sulio, 1929:33-34)
    • nann-Okitan
      Ar Geneiled pe Socis a zo dibabet gant ar Bodad-Meur e-touez an nann-Okitaned o deus harpet ar muia ar Felibrerez e doare pe zoare. (Drezen, 1936:53)
    • nann-saozneger
      Pa gounaer an niver bras a nann-saoznegerien a zo aet da veva er Stadou-Unanet kerkent hag ar XVIIvet kantved, ha pa bouezer ar c’hresk souezus a zo bet warno, er goudevez, gant feur uhel-kenañ ar ganedigeziou en o zouez ha gant an enbrôadeg vras eus an XIXvet kantved, e c’houlenner gant sebez penaos en deus gallet ar saozneg, yez ar pep nebeuta, dont da veza ar yez penna, ar yez veur, er vro vras-se. (Mordiern, 1935-k:10)
      Diwar brôadeleziou re niverus ha re zisheñvel an eil diouz eben e oa an nann-saoznegerien evit ma c’hellje sevel emgleo etrezo ouz ar saoznegerien. (Mordiern, 1935-k:10)
      Eur gwander-all d’an nann-saoznegerien e oa ma veze anezo peurliesa tud dizesk, deuet eus renkadou izela о foblou, hep emskiant vrôadel ebet nemet eun dister hini, n’oa ket evit herzel pell ouz an enebderiou nag evit teurel kalz a frouez. Gwir kement-se dreist-holl eus brasa tolpad nann-saoznegerien a zo bet a bep amzer er Stadou-Unanet : hini an alamanegerien. (Mordiern, 1935-k:10-11)
      Etro kreiz an XVIIIvet kantved, e lakaed dre vras niver an Amerikaned a ouenn wenn, saoznegerien ha nann-saoznegerien, da 1.100.000 a dud (nebeutoc’h e oa anezo, gant-se, eget n’oa a vrezonegerien e Breiz-Izel e dibenn an XIXvet kantved). (Mordiern, 1935-k:25)
    • nann-soudard (Vallée, 1931:pg. civil)
      Met goude c'hwec'h mizvezh labour, e seblant e vefe aezetoc'h gwerzhañ drammoù d' ar soudarded eget d' an nann-soudarded. (Al Liamm, niv. 165, 1974, p. 309)
  2. [Dirak un adanv.]
    • nann-ariek
      En Indez, en enep, emañ bremañ c’hoaz evel gwechall ar yezou indezeuropek o terc’hel d’en em leda tamm-ha-tamm ha da c’hounit tachenn diwar goust ar yezou nann-ariek. (Mordiern, 1935-a:17)
    • nann-breizhat
      Un den eus ar Gorre a oa anezhañ, e gentadoù a oa gwriziennet, ar pep brasañ anezho, etre Dinam ha Roazhon, hag e anv zoken a zeue eus an diavaez, e dad-kuñv o vezañ kuitaet an Normandi e 1840 evit mont d' an Naoned, ma timezas, bloaz goude, gant ur plac'h deuet eus Roazhon. Ar pezh a rae m' en devoa Frañsez en e wazhied un eizhvedenn a wad nann-breizhat. (Kongar, 1974:451-452)
    • nann-gallek
      Leun e oa an istorour a garantez ouz ar Gelted hag a lealded en o c’heñver, kerkoulz hag e-keñver ar poblou nann-gallek-all o deus bevet pe a vev c’hoaz war douar an Frañs. (Mordiern, 1935-a:11)
    • nann-germanek
      Bez ’ e c’hoarvez gant an alamanegerien-se ar pez a c’hoarvez gant an alamanegerien-all er broiou nann-germanek. (Mordiern, 1935-a:103)
    • nann-indezeuropek
      Annezet e voe ar vro gant an Hungared, anvet ivez Majiared, deut eus Azia e dibenn an 9-vet kantved. Ganto e tegasent o yez, anezi eur yez nann-indezeuropek, eus kerentiad ar yezou finn-ougriek. (Gwalarn, niv. 21, 1930, p. 86)
      Nann-indezeuropek e hañval beza an euskareg, daoust d’ezañ da gaout ennañ eur bern geriou indezeuropek bet amprestet digant ar c’heltieg, al latin hag ar rannyezou romanek dinaouet eus al latin. (Mordiern, 1935-a:16-17)
      Goulakaet ez eus bet e oa eus ar yezou-se yezou nann-indezeuropek, nemet n’eus diazez ebet d’ar goulakadur-se. (Mordiern, 1935-a:34)
      Da gredi eo e oa ganto daou rummad-yezou: yezou indezeuropek (hiniennou anezo diouz stumm an indeziraneg, war a heñvel), ha yezou nann-indezeuropek, ar re-mañ kar moarvat d’ar yezou nann-indezeuropek komzet en Azia-Vihana hag e traoniennou menez Kaokaz. (Mordiern, 1935-b:61)
      Ned eo ket ur rannyezh indezeuropek e ster strizh ar ger, hogen moarvat ur breur d’an indezeuropeg, emdroet diouzh e du ha levezonet gant yezhoù nann-indezeuropek. (Even, 1987:5-6)
    • nann-keltiek (Vallée, 1931:XXXVI)
      Miliadou a c’heriou ma rae ganto ar Gelted koz, kantadou anezo a oa manet e boaz gant saverien Vreiz-Vihan, a zo aet da get, ha deuet eo en o lec’h e brezoneg-bremañ geriou nevez-savet pe amprestet digant ar yezou nann-keltiek. (Mordiern, 1936-b:23)
    • nann-kristen
      Levriou diwar-benn ar c’hredennou meur nann-kristen : Bouddhhaadegez (gant ar reterour W. Rhys Davids), Hindouadegez (gant an indezegour brudet Monier Williams), Mohammediez (gant J. W. H. Stobart, rener Kelenndi La Martinière, Lakno, Bro-Indez), h. a. (Mordiern, 1935-d:46)
    • nann-latin
      Ar pez a c’hoarvezas neuze da yezou nann-latin Italia a c'hoarvezo eun deiz-pe-zeiz da lorc’husa yezou gwaskus an amzer-vremañ. (Mordiern, 1936-a:6)
    • nann-magiarek
      Disheñvel er c’heñver-se diouz ar Vagiared, an darn-vuia eus an dud o tenna d’ar brôadeleziou nann-magiarek a Hungaria a veve a-skign war ar maez, hag aesoc’h a se e teuent da breiz d’ar magiarekaat. (Mordiern, 1935-a:83-84)
    • nann-rusek
      Ar beurvoutinelerien rik a zo a-enep pep brôadelez, ha, da heul, a-enep pep brôadelouriez (lennit ar pennad em­bannet e penn-kenta ar bloaz, war ar Pravda, a-enep ar vrôadelouriez a zo o tiwana e-touez brôadou nann-rusiek Rusia da heul an ober gant o yez). (Mordiern, 1936-b:39)
    • nann-soudardel
      Miret eo an opiom gant gouarnamant nann-soudardel Kwantugn, kement-se, sañset, evit gwareziñ ar boblañs ouzh ar poezon. (Al Liamm, niv. 165, 1974, p. 316)

Gerdarzh

Diwar an adverb nann.

Istor

1929. « nann-brezelour », daou arver (meneget uheloc'h) war-lerc'h « nannbrezelour » : « P’en em gavis war an aroz e welis eno al letanant X… en tenn da varvailhat gand eun nannbrezelour tres eun aotrou bras warnañ. » (Ab Sulio, 1929:33) ; « nann-brezeliad » (Ab Sulio, 1929:187). 1930. « nann-indezeuropek » (Gwalarn, niv. 21, 1930, p. 86).

Troidigezh

Er geriadurioù : nann-, « non » (Vallée, 1931:XXXVI).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouennoù

  • Al Liamm, niv. 165, 1974, « Kudenn an dramm », gant Committee of Concerned Asian Scholars, lakaet e brezhoneg gant Ifig Skiriou, p. 305-321.
  • Gwalarn, niv. 21, nevez-amzer 1930, « Disrannerez Hungaria », p. 86-96.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.
  • Andouard, Loeiz : 1969. Al Liamm, « Bloaz hanter o kelenn ar yezh e Pariz », niv. 133. P. 139-135.
  • Drezen, Youenn : 1936. « Itron Varia Garmez (darn) ». Gwalarn, niv. 92, Gouere 1936.
  • Even, Arzel : 1987. Istor ar yezhoù keltiek - I -. Lesneven : Hor Yezh.
  • Kongar, Kenan : 1974. « Lennadennoù 1974 ». Al Liamm, niv. 166-167. P. 443-453.
  • Menoe, Jafrez ; Hemon, Roparz (troer) : 1936. « Istor burzudus hon tadou, hervez “Historia” Jafrez Menoe, berraet ha lakaet e Brezoneg Eeun gant Roparz Hemon. Levrenn II ». Gwalarn ha Kannadig Gwalarn, niv. 94, Gwengolo 1936.
  • Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
  • Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn II) ». Gwalarn, niv. 78, Mae 1935.
  • Mordiern, Meven : 1935-k. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn III) ». Gwalarn, niv. 82, Gwengolo 1935.
  • Mordiern, Meven : 1935-d. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn IV) ». Gwalarn, niv. 84, Du 1935.
  • Mordiern, Meven : 1936-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn V) ». Gwalarn, niv. 86, Genver 1936.
  • Mordiern, Meven : 1936-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn VI) Diwez ». Gwalarn, niv. 88, Meurzh 1936.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]