kilpennerezh
Lakaet enlinenn d’ar 06.11.2021,
daskemmet d’ar 07.11.2021.
daskemmet d’ar 07.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
kilpennerezh, pennanv hollek gourel.
Obererezh kilpenniñ.
Seul heverkoc'h eo hengoun an danevell verr e brezhoneg maz eo bet skrivet an holl zanevelloù-se goude an dispac'h lennegel degaset gant Roparz Hemon dre Walarn. Heverkoc'h eo c'hoazh pa soñjer en niver dister a dud o deus lennet anezho goude ma voent skrivet. Kilpennerezh a ranke bezañ gant an holl skrivagnerien-se, kement ha gant " Fañch Toulhoad " en istor kontet gant Per-Mari Mevel. (Griffiths, 1980:50)
« Gant e skiant-prenet, » a soñje ar rener, « e teufe, sur, ar person a-benn eus kilpennerezh an tad. » (Miossec, 1980:198)
An hini a zo youl gantañ, hennezh a gendalc’h, hennezh a bad. Startijenn denel en deus. Imor en deus. Ur seurt kilpennerezh lorc'hus ha tagus enta. (Troal, 2016)
Gerdarzh
Diwar -kilpenn-, pennrann ar verb kilpenniñ, hag al lostger -erezh.
Troidigezh
Er c'helaouennoù : kilpennerez, « entêtement » (Hemon, 1938:66a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Griffiths, Gwyn : 1980. « Danevelloù brezhoneg troet hag embannet e kembraeg ». Al Liamm, niv. 198, 1980. P. 48-52.
- Hemon, Roparz : 1938. « Geriadurig gallek-brezonek ». Stagadenn da Walarn, niv. 117.
- Miossec, J. C. : 1980. « Al lizhiri ». Al Liamm, niv. 200, 1980. P. 193-206.
- Troal, Youenn : 2016. « N’eus ket a garantez hep fealded, hep kendalc’husted ». Kannadig Imbourc'h, niv. 9, Gouere-Gwengolo 2016. P. 193-206.