kenwriet

Lakaet enlinenn d’an 09.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; pajennoù.

Termenadur

kenwriet, adanv.

Gwriet an eil ouzh egile.

En-dro d’he c’horf eur vantell vras graet a veur a groc’hen arz du kenwriet (1). (X3, 1922:75)
Padal ar vaouez Kontell-Velen a c’hanas c’houec’h ki bihan. Mezek holl ouz he ganadur, nemet koulskoude leun a garantez outan, e kuzas he c’hounigou en eur sac’h, d’ezan eun digor-red ha graet gant krec’hin divesker kirvi-erc’h kenwriet. (Duchaussois ha Georget, 1924:873)

Gerdarzh

Diwar an adanv gwriet hag ar rakger ken-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Duchaussois ; Georget, T.-M. (troer) : 1924. Buhez Breiz, niv. 39, Meurzh 1924, « Danevell penn-orin ar C’houn-Koustou unan eus ar meuriadou Indianed eu gwalarn ar C’hanada », p. 872-874.
  • X3 : 1922. « Skelta ». Buhez Breiz, niv. 15, Meurzh 1922, p. 73-76.