kailheg

Lakaet enlinenn d’an 03.12.2021.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

kailheg, -i, -où, pennanv niveradus benel.

(Dre-skeudenn-lavar.) Danvez a c'haller puñsañ ennañ.

War gement-se e pouezan evit reiñ da intent ez eus […] ur gailheg yezhel puilh war an divoud. (Étienne, 2004:343)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kailh hag al lostger -eg.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Étienne, Guy : 2004. « [GE – 01 07 04 da heul ur bellgomzadenn gant YBAN a-zivout lavar ar gwin] ». Étienne, Guy (rener) : 2004. Lavar 16. Ploveilh : Preder. P. 342-345.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.