gwakoliañ
Lakaet enlinenn d’an 10.07.2020,
daskemmet d’ar 25.10.2021.
daskemmet d’ar 25.10.2021.
Berradur : st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
gwakoliañ, verb trazeat eeun.
Lakaat da sentiñ, da blegañ d’e youl, d’e veli.
Me a laka e vezo diaes bras gwakolia ho merc’h, Per, rag eun tammig oad he deus, ha skiant a zo n’eus forz pegement. (Ar Floc'h, 1927:31)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv gwakol gant un i degaset, dre vezkresk, gant al lostger -añ.
Troidigezhioù
Er geriadurioù :
- gwakoliañ, -iñ, « mettre le collier (à…) » (Favereau, 1992:pg. gwakoliañ),
- gwakoliañ, « mettre le collier à un cheval » (Menard, 2012:pg. collier).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau.
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Floc'h, Loeiz : 1927. Trubuilhou ar seiz potr yaouank. Pez-c’hoari farsus e daou arvest. Roazhon : Imprimerie de « l’Ouest-Eclair ».
- Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
- Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.