drevezus
Lakaet enlinenn d’ar 27.07.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
drevezus, adanv.
Troet da zrevezañ ar pezh a zo en-dro dezhañ.
Hag eñ kuit goude-se. Pa voe kuzhet, an holl varmouzed, ha me gante, a ziskennas eus ar gwez. Hor gouenn a zo techet da vezañ ranell, furedek ha drevezus. (Roc'halan, 1943)
Gerdarzh
Diwar -drevez-, bennrann ar verb drevezañ hag al lostger -us.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Roc'halan : 1943. « Ar marmouz besk ». Arvor, niv. 145, 24 a viz Here 1943, p. 3.