damc'hwitadenn
Lakaet enlinenn d’ar 14.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
damc'hwitadenn, -où, pennanv niveradus benel.
Oberiadenn damc'hwitet.
Da zamc’hwitadenn 1898 e lak ar sokialourion kiriek da gentañ-penn an disrannoù etre luskadoù disheñvel. (An Nestour, 1977:392)
Unan bennak er sal en deus klasket displegañ damc’hwitadenn al laz-c’hoari e-mesk ar vrezhonegerion all. (An Noalleg, 1977:58)
Bembro, savet marteze ar gwin Anjev d' e benn, ha muioc'h c'hoazh hep mar birvilhet gant damc'hwitadenn ar Vrezhoned evitañ sevenidigezh diouganoù Merzin, a daolas da Velmaner bommoù brabañs ha fentigelloù amzere (La Borderie ha Hemon, 1977:392)
Gerdarzh
Diwar -c'hwit-, pennrann ar verb c'hwitañ, ar rakger dam- hag al lostger -adenn.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Roger an Nestour, Roger Le Nestour.
Oberennoù ha pennadoù
- An Noalleg, Chantal : 1977. « Digant Chantal an Noalleg ». Emsav, niv. 124, 1977. P. 56-59.
- La Borderie, Arthur Le Moyne de ; Hemon, Roparz (troer) : 1977. « Istor Breizh La Borderie ». Al Liamm, niv. 184, 1977. P. 389-398.
- Le Nestour, Roger : 1977. « A-zivout an afer Dreyfus ». Emsav, niv. 123, 1977. P. 30-42.