c'hwec'hkognek
Lakaet enlinenn d’ar 05.12.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
c'hwec'hkognek, adanv.
- Lun mentoniel, c'hwec'h tu ha c'hwec'h korn dezhañ.
- Liammet gant ar C'hwec'hkogn, gant Frañs.
- A ’r C'hwec'hkogn, a Frañs.
Sinet e voe an arsav-brezel hag ar Marichal a viras dindan e veli ur c'hornad mat eus an dachenn c'hwec'hkognek, anvet diwar neuze an Tolead dieub. (Ar Gow, 1977:192)
- Dezverkus da zoareoù da soñjal, da welet an traoù ar muiañ-niver er C'hwec'hkogn, e Frañs.
E galleg, peogwir, evel-just, n’anavezen netra nemet e galleg hag er c’hwec’hkogn. Hol lunedoù a oa c’hwec’hkognek. (Kalvez, 2007:95)
- A ’r C'hwec'hkogn, a Frañs.
Gerdarzh
Diwar ar pennanv c'hwec'hkogn hag al lostger -ek.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Gow, Yeun : 1997. « Eñvorennoù (dibenn) ». Al Liamm, niv. 182, 1977. P. 185-198.
- Kalvez, Paol : 2007. Kambr ar stered. Lannuon : Mouladurioù Hor Yezh.