adc'heriadur

Lakaet enlinenn d’an 21.06.2020,
daskemmet d’an 03.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

adc'heriadur, -ioù, pennanv niveradus gourel.

Klokaenn pe astenn ur geriadur.

An dournskridou Notennou hag Adc'heriadur Vallee (al lizerennadur eus hemañ a zo bet distrujet e kiriegez leziregez, laoskoni ha sotoni ar mouler) a zo en argoll a-gevret gant an Tad Godu e Porniched. (Mordiern, 1960:43)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv geriadur hag ar rakger ad-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Mordiern, Meven : 1960. « Lizheroù Meven Mordiern ». Al Liamm, niv. 78, Genver-C'hwevrer 1960, p. 40-45.