Yarig hec'h Evned
daskemmet d’an 12.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger.
Termenadur
Yarig hec'h Evned, anv benel.
Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Eur miz e vez kollet Yarig-heh-evned : honnez a vez o hori. (Gros, 2010:690, pg. « yar »)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv evn dindan e furm lies evned.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Gros, Jules : 2010. Le Trésor du breton parlé : Dictionnaire breton-français des expressions figurées. Brest : Emgleo Breiz.