Yarig Wenn hag hec'h C'hwec'h Evn (ar)

Lakaet enlinenn d’an 23.02.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Yarig Wenn hag hec'h C'hwec'h Evn (ar), anv benel.

Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

Testeni

« Yarig-wenn (hag he c’houec’h evn) » (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »)

Takad arver

Arveret eo e Treger (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »).

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig, an adanv gwenn gant ur blotadur, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h, an adanv pedvediñ c'hwec'h hag ar pennanv evn.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]