Yar gant hec'h Evned Bihan (ar)

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), anv benel.

Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar, an araogenn gant, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h, ar pennanv evn dindan e furm lies evned hag an adanv bihan.

Levrlennadur

Kelaouenn

Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.