Yar Wenn hag hec'h Evned (ar)

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Yar Wenn hag hec'h Evned (ar), anv benel.

Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar).

Ken glan ha ma ’z eo an aer er vro-se e weler miliadoù a stered en oabl. Klask a reomp ar re a anavezomp : ar C’harr Kamm bras hag an hini bihan, ar Sterenn, ar Yar-Wenn hag hec’h evned, ar Rastell, Hent Sant Jakez, h.a. (Konan, 1964:265)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar, an adanv gwenn gant ur blotadur, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv evn dindan e furm lies evned.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Konan, Jakez : 1964. « Barr-Heol war hentoù ar bed nevez ». Al Liamm, niv. 105, Gouere-Eost 1964, p. 254-270.