Yann e vec'h lann
Lakaet enlinenn d’an 11.03.2025.
Termenadur
Yann e vec'h lann, anv gourel.
Denenn o tougen ur bec'h lann hag a hañval bezañ treset war al loar pa vez en he c'hann. Heñvelsterioù : laer al loar, laer el loar (al), paotr e vec'h lann.
Yann-e-vec'h-lann eo e lesanv... Abalamour en doa laeret lann e park un amezeg eo bet kaset du-se d'ober pinijenn. (Gwennole, 1963:9)
Evit ar re berr o anaoudegezh war gredennoù ar bobl e tisplegomp piv eo Yann-e-vec'h-lann. Pa vez loargann, al loar en he gloria mundi evel e lavarer e weler un tres warni. Ar C'hallaoued a wel ur fas, ar Vretoned a wel un den o kerzhout gant e samm. (Gwennole, 1963:9)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Gwennole : 1963. « Ur Breizhad war al loar ». Tarzh, kentañ niverenn, navvet pajenn.