Kroaz ar C'hreisteiz

Lakaet enlinenn d’ar 24.02.2025,
daskemmet d’an 02.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb stumm etrebroadel.

Termenadur

Kroaz ar C'hreisteiz, anv benel.

Steredeg Crux hec'h anv skiantel.

Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)

Testeni

1931 : « Kroaz ar C’hreisteiz » (Vallée, 1931:172b, pg. « croix ») ; « kroaz ar C’hreisteiz » (Vallée, 1931:713b, pg. « sud »).

Kenstrolladur

Eus ar pennanv kroaz, ar ger-mell an dindan ar furm ar hag ar pennanv kreisteiz gant ur c'hwezhadennadur.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouenn

Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.

Oberennoù ha pennadoù

Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.