Gwerc'hez (ar W.)
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 27.02.2025.
daskemmet d’ar 27.02.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Gwerc'hez (ar W.), anv benel.
Steredeg Virgo hec'h anv skiantel.
Mazh (AbMazhanoù) a oa-eñ un iskis a roue. Ur ramz ha n’helle ket bevañ hep na vije e dreid e barlenn ur werc’hez an hini e oa! (emañ steredeg ar Werc’hez dres dindanañ). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Ar Werc’hez, steredeg a vent vras hogos amsplann a-walc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « hogen amsplann a-walc’h », « hogos amsplann » pe « amsplann a-walc’h ».]
Emañ ar Werc’hez war he c’hein a-hed ar c’helc’htrova; emañ he fenn dindan lost al Lev, doare ganti da sellet ouzh KerDudwall. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « KerDudwal ».]
Ar Ventel: dindan treid ar Werc’hez emañ; n’eus enni steredenn welevus ebet hogen ar steredeg nemeti eo he defe ur steredenn wer: anvet ar Gwervaen (a c’heller diawelet gant al lagad diglav — da lavaret eo hep harp benveg sellet ebet). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Ar Vran (lun 9) zo ur gaer a steredeg a gavi dindan penn ar Werc’hez; durc’haet eo he beg etrezek Gowenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23a)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.