Bouc'h (ar)

Lakaet enlinenn d’ar 26.02.2025,
daskemmet d’ar 05.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Bouc'h (ar), anv gourel.

Steredeg Capricornus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Gavr (ar C'h.).

Ar Bouc’h: nepred ne vez ar steredeg amsplann-se uhel en oabl; dre-se ne c’helli arvestiñ outi nemet pa vo fraezh-kenan an oabl, ha c’hoazh etre Eost ha Here! (Seubil-Kernaodour, 1988:21b)
Evit kavout anezhi e vez graet gant teir sterednn penn an Erer a zo durc’haet etrezek lost ar Bouc’h; lost ar Bouc’h zo teir steredenn a-steud ouzh e ober ivez. (Seubil-Kernaodour, 1988:21b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.