Alarc'h (an)

Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’an 09.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Alarc'h (an), anv gourel.

Steredeg Cygnus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Kroaz (ar G.).

An Alarc’h (pe ar Groaz) zo ur steredeg kaer-meurbet hañval ouzh un alarc’h o plavañ a-hed an Hent Gwenn. (Seubil-Kernaodour, 1988:22a)
Etre miz Mezheven ha miz Du eo emañ steredeg an Alarc’h en he c’haerañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:22a)
An Erer zo ur steredeg vrav-tre a laka da soñjal e-barzh un erer o nijal, dispak e zivaskell gantañ, war arbenn d’an Alarc'h; hañvalout a reont bezañ war-nes kenstekiñ. (Seubil-Kernaodour, 1988:22b)

Testeni

1957 : « An Alarc'h » (Keraod, 1957:87).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.