tad-kokenn
Lakaet enlinenn d’an 13.02.2023,
daskemmet d’an 23.02.2023.
daskemmet d’an 23.02.2023.
Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn(où) ; niv. niverenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
tad-kokenn, tadoù-kokenn, pennanv niveradus gourel.
- Diagentiad deuet 7 remziad a-raok an den.
Yvonig ar C’hozdouar a veze graet anezan. E dud, e dud-koz, betek e dad-kokenn pe e dad-likokenn, da lavarout eo, an eizvet remziad, abaoe ne oar den pegeit amzer, o doa bevet brao a-walc’h war douarou ar C’hozdouar. (Paotr Juluen, 1936:1d)
- Tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-ioù, gourdad-ioù-kozh, tad hebiou, tad-ioù (ster 2), tad-kozh-garv, tad-kun (ster 1).
Takadoù arver
Testeniekaet eo ster kentañ tad-kokenn Paotr Juluen (1936:1d), hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras.
Arveret eo an eil ster e biz Treger Vras. Testeniekaet eo e Prad (Ar Rouz, 1963:k. 575).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv tad hag an elfenn kokenn, ennañ « kog » hag a dalvez « kar » (Gueguen, 2011:46), eus an henvrezhoneg coc, hag an elfenn hen (Favereau, 2020:pg. Hen (2)).
Levrlennadur
Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.
Oberennoù ha pennadoù
- Favereau, Francis : 2020. Geriadur bras F. Favereau – brezhoneg-galleg. Diembann.
- Gueguen, Herve (kenurzhier) : 2011. Commune de Saint-Avé. Étude normative des toponymes – Kumun Sant-Teve. Studiadenn-skoueriekaat an anvioù-lec'h. Office public de la langue bretonne.
- Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
- Paotr Juluen : 1936. « Izel an douar ». Breiz, niv. 448, 23 a viz C'hwevrer 1936. P. 1-2.