paotr

Lakaet enlinenn d’an 11.03.2025.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

paotr, pennanv gourel.

paotr e vec'h lann (el loar). Denenn o tougen ur bec'h lann hag a hañval bezañ treset war al loar pa vez en he c'hann. Heñvelsterioù : laer al loar, laer el loar (al), Yann e vec'h lann.

Al loar a strinke bannou melen-koar war an douar. Kuñv a savas e zaoulagad da sellout outi ; met, e-lec’h paotr e vec’h-lann el loar, e welas eur mell pez den o lammat, er wezenn-ivin, eus an eil skour d’egile. (Ar Floc'h, 1950:161)
El loar e oa Paotr e vec’h-lann. (Duval, 1969:15)
Bremañ komzomp eus Paotr-e-vec’h-lann. Abred am boa spurmantet war al loar ur skeudenn iskis, teñvaloc’h he liv ha trolinennet, a gave din, e stumm unan o tougen ur bec’h war e chouk. (Hor Yezh, niv. 75, 1972:35)
Hennezh eo Paotr-e-vec’h-lann (Hor Yezh, niv. 75, 1972:35)
Paourkaezh Paotr-e-vec’h-lann ! (Hor Yezh, niv. 75, 1972:35)

Levrlennadur

Kelaouennoù

Hor Yezh, niv. 75, Ebrel 1972, « Paotr-e-vec’h-lann », p. 35.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Floc'h, Yann : 1950. Koñchennou eus Bro ar Ster Aon. Kemper : Le Dault.
  • Duval, Añjela : 1969. « Va bed bugel ». Barr Heol, niv. 62, Kerzu 1969, p. 9-16.