laer
Lakaet enlinenn d’an 11.03.2025.
Termenadur
laer, pennanv gourel.
laer al loar, al laer el loar. Denenn o tougen ur bec'h lann hag a hañval bezañ treset war al loar pa vez en he c'hann. Heñvelsterioù : paotr e vec'h lann, Yann e vec'h lann.
Pas zell deuz ’loar, hend-èll tèyo ’laer loar da foueto ’noc’h ga’m bod-lann ! (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:40) [E peurunvan : « Pas sellet ouzh al loar, a-hend-all e teuyo laer al loar da fouetañ ac’hanoc’h gant ur bod-lann ! » (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:40)]
Testenioù
2017 : « al laer el loar », « laèr ba ’loar », distaget « [lɛːr ba ˈlwaːr] » e Rieg (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:39).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.