Yarig hag he Fichoned (ar)
daskemmet d’an 12.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Yarig hag he Fichoned (ar), anv benel.
Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Neoah, er memb hanù e rant d’er stir èl en dud abil : en Harig kam, er Iarig hag hé fichoned, etc. (Lihereu Brediah er Fé, 1905:268) [Neoazh, ar mem anv a rant d’ar ster evel an dud abil : an C’harrig-Kamm, ar Yarig hag he Fichoned, etc.]
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv Pichoned gant ur c'hwezhadennadur.
Levrlennadur
Kelaouenn
Lihereu Brediah er Fé, Du 1905.