Yarig Wenn (ar)
daskemmet d’an 12.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; tr.-l. tro-lavar.
Termenadurioù
Yarig Wenn (ar), anv benel.
Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Bezañ ar Yarig Wenn o tibluñvañ. Erc'hiñ. Heñvelster : bezañ sant Pêr o tibluñvañ gwazi. S. o. dibluñvañ, Pêr (abostol).
Emañ ar Yarig-wenn o tiblua. (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »)
Testeni
« Yarig-wenn (hag he c’houec’h evn) » (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »)
Takad arver
Arveret eo e Treger (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig hag an adanv gwenn gant ur blotadur.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh.