Yar hag hec'h Evned (ar)
daskemmet d’an 12.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Yar hag hec'h Evned (ar), anv benel.
Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
An Tourzh: steredeg amspis-kenan; emañ penn an Tourzh war-vetek nebeut hanter-hent etre Eseot–Marc’h hag ar Yar hag hec’h evned; hag er penn-se emañ an div steredenn skedusañ eus ar steredeg. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)
An Tarv (pe ar Maen-Forn) zo ur pezh steredeg enni 45 steredenn en o zouez Ruzan he liv orañjez, nepell diouzh daou zruilhad: an Ejen, strewet a-walc’h ar stered anezhañ, ha dreist-holl Ar Yar hag hec’h evned (pe ar Yarad Poñsined), hañval evit doare ouzh ur goumoulenn vihan arc’hantet, nemet, pa seller a-dostoc’h e tiforc’her c’hwec’h steredenn vihan. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)
Sevel a ra ar Yar hag hec’h evned kent Ruzan. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)
Bannet eo e lost trema ar Yar hag hec’h evned. (Seubil-Kernaodour, 1988:22b)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv evn dindan e furm lies evned.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.