Yar hag he Laboused (ar)

Lakaet enlinenn d’ar 01.03.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Yar hag he Laboused (ar) anv benel.

Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

Takad arver

Testeniekaet eo e Rieg, ha treuzskrivet eo bet an distagadur « ’Yar ha hi Lapouz’d » ha « [ˈjaːr a i laˈpuzəd] ». (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:37).

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he hag ar pennanv labous dindan e furm lies laboused.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.