Telenn (an D.)

Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 01.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Telenn (an D.), anv benel.

Steredeg Lyra hec'h anv skiantel.

An Delenn zo ur steredeg vihan hañval ouzh un delenn dezhi div godenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a) [Reizhadenn : « e-lec’h div godenn lenn div gordenn » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).]
Sell ’ta ouzh Mazh (e steredeg KerDual) hag ouzh Awen (e steredeg an Delenn), an hini gentañ zo arruz, an eil glas. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.