Seizh steredenn an Hanternoz
Berradurioù : pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Seizh steredenn an Hanternoz, anv lies.
Lodenn heverkañ eus ar steredeg Ursa Major graet gant he seizh steredenn skedusañ. Heñvelsterioù : Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar).
Testeni
1931 : « seiz steredenn an Hanternoz » (Vallée, 1931:520b, pg. « ours »).
Kenstrolladur
Eus an adanv pegementiñ seizh, ar pennanv steredenn, ar ger-mell an dindan e stumm ar hag an anv Hanternoz.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.