Peredur

Lakaet enlinenn d’ar 25.02.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Peredur, anv gourel.

Steredeg Ophiuchus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Naeretaer (an).

An Naerataer (pe Peredur) zo ur steredeg enni div elfenn: un den (Peredur) hag un naer. (Seubil-Kernaodour, 1988:20a)
Evit kavout anezhi, klask dindan ar C’heur ur steredenn skedus a ra kern penn tric’hornek Peredur; merk an daou goublad stered a ra e zivskoaz ha tres e bezh korf hirgarrezek hag e vrec’h kleiz krog e penn a-raok an naer (a zo e benn dindan Arc’hanrod); krog eo e vrec’h dehoù e lost an naer ha Maen ar Binvidigezh a anver ar steredenn a zo e beg al lost. (Seubil-Kernaodour, 1988:20b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.