Pêr (abostol)

Lakaet enlinenn d’ar 24.02.2025,
daskemmet d’ar 07.03.2025.

Berradurioù : s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; tr.-l. tro-lavar.

Termenadurioù

Pêr (abostol), anv gourel.

Den anvet Simon, mab Jonas, pe Simon Pêr pe c'hoazh sant Pêr, hag anavezet, hervez ar relijion kristen, evit bezañ unan eus diskibien hag eus ebestel Jezuz Krist, bezañ kentañ eskob Roma, bezañ bet krouget ouzh ar groaz etre 64 ha 68 ha bezañ gantañ alc'hwezioù ar Baradoz.

Bezañ sant Pêr o tibluñvañ gwazi. Erc'hiñ. Heñvelster : bezañ ar Yarig Wenn o tibluñvañ. S. o. dibluñvañ, Yarig Wenn (ar).

Emañ sant Pêr o tibluñvañ gwazi. (Vallée, 1948:135b)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh.