Neizh Yar (an)
daskemmet d’an 12.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Neizh Yar (an), anv gourel.
Gronnad digor er steredeg anvet ar Maen-Forn pe an Tarv, Pleiades e anv skiantel ha M45 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier. Heñvelsterioù : Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Takad arver
Testeniekaet eo e Banaleg, ha treuzskrivet eo bet an distagadur « ’Néiz Yar » ha « [nejz ˈjaːr] ». (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:37).
Kenstrolladur
Eus ar pennanvioù neizh ha yar.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.