Mentel (ar V.)

Lakaet enlinenn d’ar 24.02.2025,
daskemmet d’ar 04.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Mentel (ar V.), anv benel.

Steredeg Libra hec'h anv skiantel.

Ar Ventel: dindan treid ar Werc’hez emañ; n’eus enni steredenn welevus ebet hogen ar steredeg nemeti eo he defe ur steredenn wer: anvet ar Gwervaen (a c’heller diawelet gant al lagad diglav — da lavaret eo hep harp benveg sellet ebet). (Seubil-Kernaodour, 1988:20a)
Ne oa ket ar Ventel ur steredeg eus ar arouezkelc’h gwezhall. (Seubil-Kernaodour, 1988:20a) [Lenn : « eus an arouezkelc’h ».]
Da gentañ penn e oa ar Ventel pavioù a-raok ar Grug. (Seubil-Kernaodour, 1988:20a)

Evezhiadenn

« “Mentel” zo ur ger kozh evit “Balañsoù”. » (Seubil-Kernaodour, 1988:20a)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.